Logo Stumdi Manoir Apprendre le breton, devenir bilingue apprentissage
Degemer Degemer
Steuñvenn Steuñvenn
Klask Klask
Darempred Darempred

Kinnig
Liammoù
Lec'hioù stummañ
Stummadurioù
Liesmedia
Implij
Petra nevez?
Farsadenn

Français Français
Brezhoneg Brezhoneg
English English
Stummerien
Stajidi

Kinnig

Mererezh Kas ar bajenn-mañ d'ur mignon Moullañ ar bajenn 

Degemer > Kinnig


Diwar berradur "stummadur dibaouez" e teu an anv STUMDI. Kompren a c'heller ivez "ti ar stummañ".

Treset eo bet tud skipailh STUMDI gant Siril, bet stajiad ganeomp un amzer a zo bet.

Setu e dresadennoù deoc'h da adkavout pep hini ac'hanomp war ar foto.

Chañs vat deoc'h!

 

 

Staliet omp en ul lec'h hep e bar ha degemeret e vez bep bloaz un 200 stajiad bennak gant skipailh pedagogel Stumdi.

Skipailh Stumdi

Bez ez eus 12 goprad e Stumdi, 9 c'helenner en o zouez. Brudet eo Stumdi dreist-holl evit e stajoù hir (war 6 miz). Roet e vez d'an deraoudid rik trawalc'h a ziazezoù, dre skrid ha dre gomz, evit gallout goulenn postoù-labour divyezhek, pe evit mont en aotreegezh vrezhonek (talvoudekadur ar skiant-prenet gant Skol-Veur Roazhon II).

Aprouvet eo ar stummadur 6 miz-mañ hag a zo bet ijinet e veizad penn-da-benn gant skipailh Stumdi, hag ur gwir "VAMMENN" eo evit ar c'hoprerien o kinnig postoù-labour divyezhek (skolioù, magourioù, micherioù an embann, sekretourerezhioù, servijoù evit ar re gozh...).

Gant ar chemet-mañ (a-c'houde 21 bloavezh) e kinnig ivez Stumdi stajoù ur sizhunvezh, ur mizvezh pe diouzh an ezhomm.

Galvet eo Stumdi evit stummañ koskor an embregerezhioù, ar strollegezhioù lec'hiel, an tiez-kêr ha kement aozadur all, peurvuiañ e savadurioù an aozadurioù-mañ (deiziadur divizet a-gevret), peotramant e unan eus hon daou lec'h stummañ : Landerne (29) ha Plañvour (56).

STUMDI, un nebeud sifroù…

 

200 stajiad bep bloaz

21 bloavezh a skiant- prenet

12 goprad

 

 

2 staj hir (eus miz Gwengolo betek miz Meurzh – eus miz Genver betek miz Gouere)

Stajoù ur sizhunvezh, en o zouez tri staj gant un tem :
• Ur sizhunvezh e brezhoneg en Eusa (dre soubidigezh).
Dindan al loar gann : dizoloiñ glad istorel ha sevenadurel kêr-Landerne (e-pad festival Kann al Loar).
• Ur sizhunvezh e gwenedeg (dizoloiñ glad istorel ha sevenadurel Bro Pouskorn).

 

 

 

+ stajoù e diabarzh an embregerezhioù

+ stajoù diouzh an ezhomm hag adlakaat a-live.

 

 

 


Daveoù hervez lezenn
Mentions légales BZH

Powred by Ker-e-liamm