► Stummadurioù hir e Landerne hag e Plañvour ► Stummdurioù uhel war ar brezhoneg e Plañvour ► Stajoù tematek en Eusa (Enezenn he Zeñzorioù), e Landerne(Dindan al loar-gann)hag e Pont-skorf (Gwenedeg àr an tomm e Pont-Skorn) ► Stajoù micherel e Lesnevenevit stummadur ar bugaligoù (o kenlabourat gant Divskouarn) hag en Intel evit ar c'hazetennerezh dre skrid ha dre gleweled e brezhoneg (o kenlabourat gant Lionel Buannic Messages et Média)
► Stummadurioù gallaouek e Moñtforzh (35)
Lec'hioù stummañ all
Kaset e vez hor stummerien da stummañ tud war o lec'hioù-labour (ti-kêr Pondi, magouri Gouenoù...) pe war unan eus hon daou lec'h stummañ, e Landerne hag e Plañvour (Strollad labourerien-douar biologel, stummañ dilennidi hag implijidi tiez-kêr...).
Na chomit ket da dortal ha deuit e darempred ganeomp m'ho peus c'hoant da vezañ stummet pe da lakaat tud all da vezañ stummet, war al lec'h-mañ-'l-lec'h. Studiet e vo ganeomp kement kinnig a zo ha kaset e vo deoc'h ur rakpriz o kenglotañ gant ho c'hoantoù.