Brudet eo an aozadur dreist-holl evit e stummadur hir war ar brezhoneg (war 6 miz). Abaoe miz Gwengolo 2008 emañ Stumdi o tiorren an dibaboù en ur c'hinnig stummadurioù nevez.
1. Stummadur hir war ar brezhoneg (war 6 miz)
42 stajiad nevez a zo o paouez echuiñ o stummadur e Landerne hag e Plañvour, d'ar 27 a viz Meurzh, goude 6 miz deskiñ d'an daoulamm. Ur prantad nevez a 34 stajiad a zo oc'h heuliañ ar stummadur betek miz Gouere 2009.
Berzh a ra ar stummadur, krouet c'hwezek bloaz zo, war an dud dilabour met ivez, muioc'h muiañ, war Gopridi hag hiniennoù. Ar stummadur a zo he fal reiñ tu da zeraouidi da dapout dre gomz ha dre skrid al live ret evit mont war ur post-labour divyezhek hag/pe adkregiñ studioù skol-veur war ar brezhoneg : "Reiñ a ra tu, ar goñvañsionoù gant skol-veur Roazhon ha skol-veur Brest (abaoe ar bloaz-mañ), da aesaat an doareoù da lakaat anv hor stajidi evit mont pe distreiñ d'ar skol-veur".
E fin bep prantad stummadur e vez embannet gant ar servij heñchañ un teuliad e-lec'h ma vez lakaet war wel profiloù micherel ar stajidi. Kinniget e vez an teuliad-se d'an implijerien a glask implijidi divyezhek. Neuze e c'hellont mont e darempred gant ar servij a-benn goulenn daveennoù ar stajidi a glot gant o ezhommoù. Bez emañ teuliad prantad kentañ 2008-2009 o paouez bezañ embannet hag e c'hell an implijerien goulenn ur skouerenn anezhañ digant ar servij.
Kentañ prantad-stummañ e Landerne (29) hag e Plañvour (56) :
Eus an 9 a viz Gwengolo 2009 d'ar 26 a viz Meurzh 2010
2. Stummadur uhel war ar brezhoneg (3 miz)
Kinnig a ra Stumdi, abaoe penn-kentañ miz Gwengolo 2008, ur stummadur hir nevez anvet : stummadur uhel war ar brezhoneg. "Pal ar stummadur-mañ a zo reiñ an tu d'ar stajidi, brezhonegerien anezho, da wellaat o live yezh ha da vestroniañ anezhi e kement degouezh a zo, dre gomz ha dre skrid".
Bez emañ an aozadur o paouez degemer, d'an 30 a viz Meurzh 2009, 15 stajiad e Plañvour evit ur prantad-stummañ nevez a echuo d'an 3 a viz Gouere 2009. En em gavet eo asambles e-barzh ar strollad, 7 skolaer hag 8 den dilabour o deus c'hoant mont war-zu ar c'helenn pe micherioù an deskadurezh.
Rannet eo ar staj e teir lodenn : adweladennoù evit en em varekaat, labourioù pleustrek, raktresoù bras. Er stummadur-mañ e kelenno stummerien Stumdi evel-just met ivez prezegennerien eus an diavaez, skolveuridi dreist-holl, evit atalieroù arbennikaet hag evit prezegennoù. E-touez ar brezegennerien-se : Lukian Kergoat, mestr-prezegenner e Skol-Veur Roazhon II, Jean-Claude Ar Ruyet, kelenner ha kuzulier pedagogel evit ar skolioù prevez, Stefan Moal, kelenner war ar brezhoneg e IUFM Breizh hag e karg eus kentelioù aotreegezh (kleweled/media), Francis Favereau, Kelenner skol-veur e Skol-Veur Roazhon II, Ronan ar C'hoadig, sokiologour ha mestr-prezegenner en IUFM, Jorj Belz, arbennigour war lennegezh Bro-Gwened...
Divizet ez eus bet gant Stumdi digeriñ kentelioù zo d'an holl : yezhoniezh, rannyezhouriezh, yezhadur, istor ha geografiezh, distagadur, margodenniñ, brezhoneg er mediaoù, idantelezh, lennegezh...
Koust a raio deoc'h 10 euro an devezh, 5 euro evit stajidi gozh Stumdi hag a-benn dibab ar c'hentelioù a blijfe deoc'h heuliañ, n'ho peus nemet lenn ar programm amañ-staget ha pellgomz da Stumdi e Landerne : 02 98 21 39 94, ur sizhunvezh a-raok ar gentel (5 plas en holl).
Kentañ prantad-stummañ :
Eus an 09 a viz Gwengolo 2009 d'an 18 a viz Kerzu 2009
3. Stummadur hir war ar galoeg (3 miz)
Kinniget e vo gant an aozadur-stummañ ha 4 c'hevredigezh c'hallaouek, e miz Gwengolo 2009, ar stummadur hir gentañ war ar galoeg (3 miz), e Moñforzh.
Hemañ diwezhañ a vo evit an dud deuet hag o deus c'hoant da dapout diazezoù ar yezh-mañ, ha dreist-holl evit ar re a fell dezho mont da labourat war berr-dermen e galoeg (kelennerien, sekretourien, kazetennerien...).
Gant ar stummadur-mañ e vo kaset ar galoeg war-raok war termen-etre, hag e vo roet an tu d'ar yezh-mañ da badout ha d'en em ziorren dre hec'h implij e bed al labour, e bed ar skolioù...
Kentañ prantad-stummañ :
Eus ar 1añ a viz Gwengolo 2009 d'an 30 a viz Du 2009