|
6 miz e pad ar stummadurioù hir, etre miz Gwengolo ha miz Meurzh pe etre miz Genver ha miz Gouere.
An 840 eurvezh a zo rannet etre 700 eurvezh er greizenn ha 140 eurvezh en embregrezhioù ma labourer e brezhoneg.
Digor eo ar stummadurioù-se d'an holl. Ganto e c'heller deskiñ brezhoneg a-benn labourat gant ar yezh. Tost da vil den zo bet o teskiñ brezhoneg ganimp. Labourat a reont war micherioù divyezhek: kelenn, sevenadur, media, skoazell d'an dud...
Ur servij nevez : an ambrougerezh e-pad klask ur post labour divyezhek
Abaoe miz Gwengolo 2006 e Kinnig Stumdi, d'ar stajidi inskrivet er stummadurioù hir (dleo 6 miz) hag o deus c'hoant, ur servij nevez a zo e bal aotren anezho gwellaat o c'hlask war ur post-labour divyezhek war-lerc'h ar stummadur.
Stummadurioù hir 2007 - 2008
Eus ar 17 a viz Gwengolo 2007 betek an 31 a viz Meurzh 2008.
Eus ar 7 a viz Genver betek an 11 a viz Gouere 2008
Titouroù pleustrek
| Pelec'h ? |
Dibab a c'hellit etre daou lec'h, Landerne (e bro Leon) ha Plañvour (bro Gwened, e-kichen An Oriant). |
| Pegoulz ? |
Daou stummadur a vez bep bloaz, unan etre miz Gwengolo ha miz Meurzh (pe miz Ebrel), egile etre miz Genver ha miz Gouere. Evit gozout an deiziadoù resis, kit da welet hon deiziadur. |
| Piv ? |
Ur stummadur war ar yezh eo ar stummadur hir. Digor eo d'an holl enta, forzh pe hini e vefe al live studi pe ar skiant-prenet war ar vicher-mañ-micher. Gwiriet e vez avat ha start eo raktres micherel pep danvez stajiad. N'eo ket ret gouzout brezhoneg a-raok kregiñ gant ar stummadur. |
| Stummadur personelaet |
Ma ho peus c'hoant hiiraat pe berraat ar stummadur, evit abeg pe abeg, e c'hellomp a-wechoù en ober. |
| Arc'hantadur |
Ar stummadur a c'hell bezañ kemeret e karg e frammoù ar stummadur dibaouez, meur a zoare zo, diouzh ma'z oc'h gopret pe dilabour. |
| |