|
Kreizenn Stummañ Stumdi a ginnig ur stummadur nevez-flamm : Ur stummadur 3 miz war ar gallaoueg
O kenlabourat gant 4 c'hevredigezh c'hallaouek
An aozadur stummañ Stumdi, o kenlabourat gant 4 c'hevredigezh c'hallaouek (Kelennerien ar Gallaoueg (Enseignants du Gallo), Chubri, Bertaèyn Galeizz, Dihun) a zo o vont da ginnig, etre ar 1añ a viz Gwengolo hag an 30 a viz Du 2009, ur stummadur tri miz war ar gallaoueg, unan eus an div yezh-rannvro a zo e Breizh.
Un tu da vont war ur post-labour divyezhek
Digoret e vo hemañ-diwezhañ evit an oadourien a fell dezho tapout diazezoù ar yezh-mañ, dreist-holl evit ar re o deus c'hoant da labourat, dindan berr-termen, e gallaoueg war ar pemdez (kelennerien, sekretourien, kazetennerien...)
Digor d'an holl
Digor eo d'an holl dud : hiniennoù, gopridi (tu a zo bezañ kemeret e karg dindan stumm an DIF pe ar CIF (Droit individuel à la Formation, congé individuel de formation)), tud dilabour (un nebeud plasoù kemeret e kont gant Kuzul Rannvro Breizh - mont e darempred ganeomp)
Brudañ ar gallaoueg
A-drugarez d'ar stummadur-mañ e vo brudet ar gallaoueg, dindan krenn-termen, hag e sikouro evit ma pado hag evit ma tiorro ar yezh-mañ gant e implij e bed al labour, er skolioù...

Pellkargañ fichenn rakenskrivañ ar staj gallaouek a vo dalc'het etre ar 1añ a viz Gwengolo hag an 30 a viz Du 2009
Savet e vo ur stummadur hir war ar gallaoueg gant an hevelep doare hag ar stummadurioù brezhonek. Ar skipailh pedagogel nevez savet a vo sterniet gant stummerien Stumdi hag a oar gallaoueg ivez. Neuze e c'hellint stummañ anezhañ ha sevel asambles ur programm stank war 3 miz evit ma c'hello ar stajidi bezañ en o aez gant ar yezh hag evit ma c'hellint implijout anezhi war ar pemdez ha war o lec'hioù-labour (medioù, skolioù, tiez ar re gozh...)
Reiñ en-dro un abeg evit bevañ d'ar gallaoueg, reiñ un "alc'hwez" ouzhpenn d'ar re dilabour evit gellout mont war ur post-labour, reiñ an tu da c'hopridi da labourat e gallaoueg, setu ur programm da sevel, ur sell da cheñch war ur yezh...
|