Logo Stumdi Manoir Apprendre le breton, devenir bilingue apprentissage

Degemer Degemer
Steuñvenn Steuñvenn
Klask Klask
Darempred Darempred

Kinnig
Lec'hioù stummañ
Stummadurioù
Titouroù
Stajoù hir
Stajoù berr
Diouzh an ezhomm
Embregerezhioù
Stummadur uhel war ar brezhoneg
Programm ar stummadur uhel
Stummadur gallaouek
Liesmedia
Implij
Petra nevez?
Farsadenn

Français Français
Brezhoneg Brezhoneg
English English
Stummerien
Stajidi

Stummadur uhel

Mererezh Kas ar bajenn-mañ d'ur mignon Moullañ ar bajenn 

Degemer > Stummadurioù > Stummadur uhel war ar brezhoneg

 

 

Stummadur uhel war ar brezhoneg


Petra eo?

Ur staj « ober e brezhoneg » eo. Neuze eo ar pal lakaat an dud da vezañ en o bleud da vat dre gomz ha dre skrid, marteze muioc’h evit o lakaat da zeskiñ traoù nevez ha dreist-holl priziañ o ezhommoù. Pezh a vank d’ur bochad tud n’eo ket kement-se gouzout traoù ha neuze bezañ degaset ur c’horpus malet-ha-razh dezho met bezañ gouest d’ober ganto ha dont da vezañ emren.

Perak?

Abaoe meur a vloavezh ez eus bet savet stummadurioù brezhoneg hag eo bet tizhet ar palioù dibabet diwar stummadur an implijidi divyezhek, ar c’helenn hag all.

Ul lodenn vat eus an dud a labour e brezhoneg hiziv an deiz n’int ket brezhonegerien a-vihan met tud hag o deus desket brezhoneg, lod anezho e-pad bloavezhioù, kalzig anezho e-pad ur stummadur kent dreist-holl, evel ar re a vez kinniget gant Stumdi, da lavaret eo e-pad 6 pe 8 miz. Warlerc’h e vez ret dezho hag e vez gortozet diganto alies, en em stummañ drezo o-unan, evel a c’hellont, war o amzer vak, diwar o c’houst o-unan ivez.

Lod a vez digalonekaet pa nend eont ket war-raok ken pe pa’z eont war-gil zoken, kollet ganto lod eus an deskadurezh o doa tapet diwar re nebeut a implij (er skolioù da skouer) pa ne vezont ket en un endro brezhonek pe pa ne labouront ket war ur vicher a lakafe anezho da zeskiñ pelloc’h.

Penaos?

Evit respont d’ar goulennoù niverus e kinnigomp d’an dud ur stummadur uhel dre soubidigezh evit ober gant ar yezh a strolladoù adal 6 betek 10 den e-pad 3 miz (13 sizhunvezh) a c’hellfe bezañ astennet betek 4 pe 6 miz.


 

 

Deiziadur

1. An teir sizhun gentañ
Priziadur pep a unan, yezhadur, geriaoueg, rannyezhouriezh dre stalioù-labour pleustrek.

2. Dek sizhuniad labour pleustrek
Bemdez e vo pennadoù-komz a-benn difaziañ ha gwellaat ar brezhoneg a zeu dre gomz ganto ha labourat war an distagadur.

Labourioù a vo kaset en-dro bep sizhun dre ateieroù : treiñ (a sizhun da sizhun e vo dibabet testennoù disheñvel, diouzh o danvez, o live yezh, o stil) ; Skridaozañ (sevel dafar a bep seurt, a bep live) ; labourat dre selaou (komprenidigezh, rannyezhouriezh); C’hoariva (sevel, leurenniñ, pleustriñ, c’hoari); Lennadennoù (dizoleiñ al lennegezh vrezhonek, tapout ar boaz da lenn).

3. Tri raktres bras
Raktresoù bras a vo kaset da benn ganto daou ha daou (labour enrollañ, labour treiñ, sevel un teuliad ha kinnig anezhañ.

Da lavaret eo 410 eurvezh war bouez 31,5 eurvezh bep sizhun (lun, meurzh, merc’her vintin, yaou, gwener), buhezet gant stummerien Stumdi ha gant tud eus an diavaez evit stalioù ispisial hag evit prezegennoù.

 

 

Priziadur

Priziet ha notennet e vo ar raktresoù bras (4 notenn).

Priziet e vo dre vras labour ar strollad : renablet ha dalc’het e vo an holl labourioù kaset da benn ; renablet e vo gant pep kelenner ar benvegoù hag an hentennoù-labour, ar mankoù, ar c’hudennoù metodologiezh, an diskoulmoù kavet.

Komz, lenn, kompren ha skrivañ kalz aesoc’h, gouzout ober gant ar binvioù a gaver ha gouzout sevel re all a-benn bezañ emrenoc’h, sed aze ar pal pennañ ouzhpenn tapout barregezhioù yezh rik.


 
 
Daveoù hervez lezenn
Mentions légales BZH

Powred by Ker-e-liamm